Skol-veur Aberystwyth

Kentañ skol-veur a zo bet a-viskoazh e Kembre eo Skol-Veur Aberystwyth, e kontelezh Ceredigion. E 1872 e tigoras ar skol-veur-se, e savadur ar « Castle House », ur leti dirak ar mor. Thomas Charles Edwards e oa ar rener kentañ, hag e krogas 26 studier da studiañ eno. Hiziv an deiz e vez ouzhpenn 7 000 a studierion bep bloaz, en o zouesk tost da 2 000 anezhe a Gembre, hag ouzhpenn 1 100 anezhe ivez oc’h ober un doktorelezh. Bez ez eus triwec’h departamant akademikel hag a gelenn danvezioù liesseurt. An departamant kembraeg hag an departamant etrebroadel eo an daou zepartamant brudetañ ag ar skol-veur.

Dor degemer Skol-veur Aberystwyth

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search